Istor marc'h Troia zo unan eus abadennoù brudetañ Brezel Troia, danevellet er meurgan latin anvet Aeneis, gant ar barzh roman Virgilius, hag ivez gant Dionysios, ar Pseudo-Apollodoros ha Kointos Smyrnaeos.
C'hoarvezout a ra an darvoudoù goude diwezh an Ilias, savet gant Homeros hag a-raok e Odysseia. Ur gwidre e oa da reiñ o zu d'an Akeaned da gemer Troia ha d'he distrujañ.
Goude ur seziz dek vloaz en aner e sav an Akeaned ur pikol marc'h prenn goullo diwar intrudu Odysseüs, ha kuzhat a reont 30 brezelour eus an dibab e-barzh. Van a ra ar re all da vont kuit d'o bro gant o listri hag an Droianed a gas ar marc'h en o c'heoded evel un arouez-trec'h. Da noz e tiskenn ar vrezelourien diouzh ar marc'h hag e tigoront porzhioù ar geoded da beurrest arme Agamemnon, distroet dre guzh e-kreiz an deñvalijenn. Distrujet eo Troia penn-da-benn hag echuiñ a ra Brezel Troia.
En hengoun Henc'hres e veze graet Δούρειος Ἵππος, Doúreios Híppos, ar "marc'h prenn", eus marc'h Troia e rannyezh Homeros.